Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig brav
Hag ur c'hazhig brav
Unan 'fich e lost, un all a lip e bav
Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig brav

Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig flour
Hag ur c'hazhig flour
Unan a ev laezh, un all n'ev nemet dour
Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig flour

Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig dous
Hag ur c'hazhig dous
Unan a zo fur, egile a ra trouz
Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig dous

Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig mat
Hag ur c'hazhig mat
Joa va c'halon ha joa va daoulagad
Me 'm eus ur c'hi hag ur c'hazhig mat


Le sujet

J'ai un chien et un beau petit chat ; l'un remue la queue, l'autre se lèche les pattes

Puis le petit chat est doux, gentil, bon ; l'un boit du lait, l'autre de l'eau ; l'un est sage, l'autre fait du bruit


Source

Le recueil "Sonioù Feiz ha Breiz" édité vers 1930
Paroles : Gl. MEVEL, Musique : A. BOUCHER