I
Ar miz meurzh gant e vorzholioù,
A zeu da skei war hon norioù;
Ar gwez a bleg gant glav a-builh;
An doenn a strakl gant ar grizhil.

Hogen n'eo ket e vorzholioù
Hepken, a sko war hon norioù;
Ned eo ket ar grizhil hepken
A lak da strakal an doenn;

Ned eo ket hepken ar grizhil;
N'eo ket ar glav a zarc'h a-builh;
Gwasoc'h eget avel ha glav
Ar Saozon fall an hini eo !

II
— Aotrou sant Kado, hor paeron,
Roit-hu deomp-ni nerzh ha kalon.
Ma c'houneimp, hirio an deiz,
War enebourien eus a Vreizh.

Mar deomp-ni d'ar gêr war hor c'hiz,
Ni a roy deoc'h-hu ur gouriz,
Hag ur chupenn aour, hag ar c'hleñv,
Hag ur vantell c'hlas liv an neñv;

Ma laro an dud, o sellet,
Aotrou sant Kado benniget:
“Koulz er bar'oz hag en douar,
Sant Kado n'en deus ket e bar”

III
— Lavar din-me, lavar din-me,
Pet zo an'he, va floc'hig-me ?
— Pet zo an'he leverin deoc'h:
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c'hwec'h;

Pet zo an'he leverin deoc'h:
Pet zo an'he, aotrou : pemp, c'houec'h,
Seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.

Pemzek ! ha lod all c'hoazh war-lerc'h:
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c'hwec'h,
Seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.

— Mard int tregont koulz eveldomp,
A-raok ! paotred, ha bec'h warnomp !
Prim d'ho c'hezek gant ar skoursal !
Na zebrfont ken glas hor segal !-

Ker buan a goue'e an taolioù
Ha morzholioù war annevioù
Ker koeñvet a rede ar gwad
Hag ar wazh goude ar barrad;

Ha ken didammet an harnez
Eget pilhennoù ar paour-kaezh;
Ha klemm ar varc'heien er c'hloaz,
Ker rust eget mouezh ar mor bras.

IV
Pennbroc'h a lavare neuze
Da Dinteniag, pa dostae :
- Dal taol ma goaf mat, Tinteniag;
Daoust hag eo eñ ur gorsenn wak ?

- Pezh a vo gwak, e-berr amzer:
Podenn da benn, va mignon kaer;
Meur a vran a skrapay ennañ
Ha bekay bouedenn anezhañ.-

Oa ket e gomz peurlavaret,
Un taol morzhol de'añ en deus roet,
Ken a flastras, 'vel eur melc'houedenn,
E dok-houarn kelkoulz hag e benn.

Ha Kerarreiz, dal' m'her gwelas,
A skrign e galon a c'hoarzhaz:
- Mar chomfent holl, evel hemañ,
Gounit e rafent ar vro-mañ.-

- Pet an'he zo marv, floc'h mat ?
- Ne welan tra gant poultr ha gwad.
- Pet an'he zo marv, floc'hig ?
- Setu pemp, c'hwec'h, seizh, marv-mik.-

V
Adalek goulouig an deiz,
En em gannont betek kreisteiz;
Adalek kreisteiz betek noz,
En em gannont enep ar Saoz.

Ha 'n Aotrou Robart lavaras :
- Sec'hed am eus, ya, sec'het bras !
Ken a droc'has outañ Ar-C'hoad:
- Mar 't eus sec'hed, paotr, ev da wad !

Ha Robart, pa'n deus e glevet,
Gand ar vezh tec'hiñ en deus graet,
Ha war ar Saozon emañ koue'et,
Ha pemp an'he en deus lazhet.

- Lavar din-me, lavar din-me,
Pet zo an'he c'hoazh, va floc'h-me ?
- Aotrou, lavaret a rin deoc'h:
-Unan, daou, tri, pevar, pemp, c'hwec'h.

- Ar re-mañ a vo laosket bev,
Ha kant gwenneg aour a baeo,
Kant gwenneg aour-flamm, peb unan,
Abeg da vijoù ar vro-mañ.-

VI
Kar d'ar Vretoned na vije,
E kêr Joslin neb na youe,
O welet hor re 'tont en-dro,
Bleun banal ouzh ho zok-houarnoù;

Na vije kar d'ar Vretoned,
Na d'ar sent a Vreizh kennebeud,
Neb na veule ket sant Kado,
Paeron brezelourien ar vro;

Neb n'estlamme, neb na youe,
Neb na veule, neb na gane:
“Koulz er bar'oz hag en douar,
Sant Kado n'en deus ket e bar”



Le sujet

Le Combat des Trente a opposé, en 1350, trente Français du parti de Charles de Blois à autant de chevaliers Anglo-Normands attachés à Montfort, commandés par Bembrough, qui ravageait les environs de Ploërmel

Après un combat sanglant, les chevaliers français reviennent vainqueurs à Josselin, en bénissant Saint Kado, leur saint patron


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué