Pa oan o sevel lein ar roz
E roul la rilon laino
Ha me klevet an hanter-noz
E roul la rilon la diridra
E roul la rilon laino


Glav hag avel ouzh me filat
Na ken a dreuje ma zilhad

Teir lev hanter ez on d'he zi
Pa ve peder, monet a ri

Pa'n arruis e toull an nor
Lazhet gouloù, kousket an holl

Na muiañ tra ma c'hoñsole
Alan ma dous deus he gwele

Alan ma dous deus he gwele
Arrue ganin dre doull 'n alc'houez

"Ma dous koant, digoret ho tor
'Mañ ho servijer o c'houl digor

- Na zigorin ket da c'houlz 'mañ 'n noz
Digant ma zad me 'n'efe kroz

Digant ma zad me 'n'efe kroz
'Vit ma mamm baour 'ran ket a forzh

It da varchosi ma c'hezeg
Davit ma mevel da gousket

Arc'hoazh a beure pa vo deiz
Me aozo deoc'h ur bevig laezh

Me aozo deoc'h ur bevig laezh
Ma mignon 'vit ho kwall nozvezh

- N'eo ket vit kaout soubenn al laezh
On deut d'ho kwelet, ma mestrez

Evit klevet ho santimant
Kontañ ma hini em ma c'hoant

Tri re votoù koad m'eus uzet
Ma dous koant o tont d'ho kwelet

Prest da uzañ ar pevare
Ha c'hoazh ne onn ket ho toare

- Pa vefet skuizh uzañ botoù
Lakfet ober ur galochoù

Ober galochoù koad ha ler
Chomfet da uzañ tost d'er gêr

Div wenojenn zo 'penn ma zi
Unan d'am c'hazh, unan d'am c'hi

Unan d'am c'hazh, unan d'am c'hi
Hag evidoc'h de vont, hini"




Le sujet

Un garçon se présente de nuit chez sa bien-aimée et lui demande la permission d'entrer. Elle refuse et lui dit d'aller passer la nuit dans l'écurie ; le lendemain elle lui donnera une soupe au lait, pour le consoler de sa mauvaise nuit
Le garçon refuse en disant que ce n'est pas pour manger la soupe au lait qu'il est venu ; il a déjà usé trois paires de sabots pour venir la voir, et la quatrième va y passer
"Quand vous aurez usé la quatrième, faites-vous faire une paire de galoches ! Il y a deux chemins pour venir me voir, un pour mon chien, un pour mon chat ; et pour vous, aucun !"

Chante par Yvon LE CAM


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris