Yannig pa oa deut er bed
Tri baeron 'n nevoa bet, guie !
Yannig pa oa deut er bed
Tri baeron 'n nevoa bet
Gareig treut, bragoù moan
Da Yannig Hegorden !
Gareig treut, bragoù moan
Hag ha dibrenn dre zindan

Yannik 'deus an eil ti-mañ
A yae da gramposañ, guie !
Hag ar brud a lavar
Gant ki Marijan eh !
Hag ar brud a lavar
E oa aet he zi gof gar

Yannig n'eus chañjet a c'hiz
Hag aet eo da vourc'hiz, guie !
C'hwi 'po mezh, c'hwi po mezh
Ouzhoc'h a lavaran
C'hwi po mezh, c'hwi po mezh
Chomet 'ta, chomet er-maez

Yannig zo ur pikol den
A goste Rostarden, guie !
Gareig treut, bragoù moan
Betek e zigazel
Gareig treut, bragoù moan
Hag eñ toullet dre zindan

Hon mammoù pa oant yaouank
E oa grwagez divlamm, guie
Ar soneig a ganan
Tud yaouank, desket hi
Ar soneig a ganen
Hag a laren evel-hen

Na mar me birviken gwaz
Ha paotr e vragoù bras, guie !
Gareig treut bragoù moan
Mes un den a feson
Gareig treut, bragoù moan
Mes hen prennet dre zindan.



Le sujet

Comme le dit Alfred Bourgeois, "cette chanson comique n'a guère de valeur en analysant les paroles" (ce qui m'arrange, je ne comprends pas tout...)


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris