A Gastell-Paol da Lannuon
A Gernev da Ouelou
Ez eus bet savet meur a son
Diwar an evajo¨
Evidon, keit ha ma vevin,
Me gav din e larin
Netra ne blij din-me
'Vel ur banne kafe
Netra ne blij din-me
'Vel ur banne kafe


Ur vamm pa glev he bugel kaezh
O ouela˝ 'n e gavell
Gant ur banne kafe gant laezh
A ra dezha˝ tevel
Ha neuze div vouezhig vihan
A-unan a vouskan :
Netra ne blij din-me...

Ha pa'z eas Fa˝ch, ar paotr faro,
Da welout Janig vrav
A laras dezhi : "Du-ma˝ zo
Chistr ha gwin leun ar c'hav"
Met Jann a respontas a-benn
D'ar c'haezh den he sonenn :
Netra ne blij din-me...

En tiegiezho¨ pinvidik
Ema˝ bet a-viskoazh
Ar c'hiz da ginnig kafe rik
War-lerc'h ar predo¨ bras
Aotrouned hag intronezed
A gleved o laret :
Netra ne blij din-me...

Ar paour ivez, mesk al ludu,
En ur pod pri faoutet
A domm ur banne kafe du
A-raok mont da gousket
Hag hep so˝jal 'n e baourentez
'N e wele ec'h hu˝vre :
Netra ne blij din-me...

Kenta˝ labour ar martolod
Kerkent m'eo dihunet
Eo redek da zifenn e lod
Eus an dour du karet
Hag ur wech leinet mat, d'e dro
E laro, hep distro :
Netra ne blij din-me...

Ar c'hafe zo ul louzaouenn
Hep par dreist pep hini
Ha n'hellan ket en ur sonenn
Kaer a-walc'h he meuli˝
Va son a vefe kalz re hir
Pa'z eo gwir, en ur ger :
Netra ne blij din-me...

Me a varvo ivez moarvat
Evel pep krouadur
Ha m'ho peus c'hoant neuze, tud vat,
D'ober din plijadur
C'hwi verko war va bez dister
Don ha sklaer, en eizh ger :
Netra dezha˝ / dezhi (1) 'n blije
'Vel ur banne kafe



Le sujet

Chanson Ó la gloire du cafÚ : "Rien ne me plaţt davantage qu'une tasse de cafÚ"

La mŔre pour calmer son petit enfant avec un cafÚ au lait ; Jeannette, pour rÚpondre Ó Franšois qui vante sa cave pleine de cidre et de vin ; pauvres et riches, tous chantent Ó la gloire du cafÚ

Un chanteur chante les couplets, l'assistance prend le refrain ; en (1) elle termine par "dezha˝" ou "dezhi" selon que c'est un chanteur ou une chanteuse


Source

Le recueil "Sonio¨ Feiz ha Breiz" ÚditÚ vers 1930

Chanson d'Evnig Penn-ar-C'hoad