I

Antronoz ma oan dime'et e oan-me kemennet
Da heuliań baron Rieg oa ret din-me monet
Da heuliań 'n Aotrou baron ha da dreuziń ar mor
O klask harpań, mar geller, bar Bretoned tre-mor

"Deus ganin-me, va floc'hig, war ar maez da vale
Me a renk-me kimiadań gant ma mestrez feteiz
Me a renk-me kimiadań fenoz gant ma mestrez
Pe ma c'halon a ranno em c'hreiz gant an enkrez"

Dre ma tostae ouzh kźr nemet krenań na rae
Pa eas 'barzh an ti, e galon a bike
"Tostait, va aotrou ker, ha deuit e-tal an tan
Me 'ya da aozań deoc'h-hu bremań souden askoan

- Salokras, va moereb gozh, askoan ne c'houlan ket
Nemet komzań ouzh ho merc'h, mar bez din aotreet"
An itron 'dal m'e glevas a dennas he botoł
Hag a lammas war ar bank war solioł he loeroł

Lammout a reas war ar bank war azel ar gwele
"Dihun, ma merc'h Loida, ha sav eus alese
Dihun, ma merc'h, dihun mat, ha sav eus da wele
Da gomz ouzh da zen yaouank zo erruet ame"

Oa ket ar ger echuet, hi a lammas buan
Diflasket he blev peur-zu war he divskoaz gwenn-kann
"Siwazh din, va c'haredig, siwazh din, Loida,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiadań

Me a renk mont da Vro-Saoz da heul ost ar baron
N'eus nemet Doue a oar mar zo keuz em c'halon
- An' Doue ! ma den yaouank, na aet ket war an dour
An avel zo hedro hag ar mor zo treitour

Ma teufe deoc'h da vervel, petra ve ac'hanon ?
O kaout keloł ouzhoc'h rannafe ma c'halon
O vonet gant an aojoł deus an eil loj d'eben
- Klevet hoc'h eus, merdeidi, klevet roud eus ma den ?"

Ar plac'h yaouank a ouele ; eń en deus he freget
"Tevet, tevet, Loida, ouzhin na ouelet ket
Ur sei'enn a zasin deoc'h dimeus glas-alaouret
Ur sei'enn eured a voug hag hi rumenluiet"

Neb a welje ar marc'heg 'n e goazez 'tal an tan
E vuiań-karet soublik war benn he c'hlin gantań
Ganti e kerc'henn e c'houg he divrec'h, oc'h ouelań
Hep lāret ger, o c'hortoz an deiz da gimiadań

Ha pa baras ar gouloł, ar marc'heg a lāre :
"Kanań a ra ar c'hilhog, ma dous, setu an deiz
- Ne c'hall ! va muiań-karet, ne c'hall ! gaou a lavar
Nemet al loar war ar roz, nemet al loar a bar

- Salokras, me wel an heol dre volzennoł an nor
Pred eo din-me kimiadań, pred eo din mont war ar mor"
Hag eń kuit ; ha tre ma ae 'gregache ar biked :
"Evit ar mor bout treitour, treitouroc'h ar merc'hed"

II

Da ouel Yann-dibun-an-Eost, ar plac'h a lavare
"Pell war ar mor e welis eus beg Menez Are
Pell war ar mor e welis ul lestr hag eń war var
Hini oa war an aroz hennezh hini am c'har

Gantań ur c'hleńv en e zorn, hag eń e gwall stourmad
Tud varv en-dro dezhań, e roched leun a wad
Echu eo gant ma den paour ! echu ! " a lavare
Ha d'an eginad nevez oa dime'et adarre

Ken e oe kaset keloł, keloł mat dre ar vro :
"Echuet eo ar brezel ! deut ar marc'heg en-dro !
Deut eo en-dro d'ar maner, heg eń drev ha divank
Mont a ra en noz gentań da ved e blac'h yaouank"

Dre ma tostae ouzh ker 'gleve son ar c'hwitoł
Luc'hań wele ar maner gant ar goulaouennoł
"Eginanerien laouen, ha pa m'oc'h war vale
Pezh a vat e lec'h oc'h bet ? pe son a glevan-me ?

- Son ar c'hwitourien, aotrou, o seniń daou-ha-daou
"Emań ar soubenn dre laezh o vont war an treuzoł"
Son ar c'hwitourien, avat, o seniń tri-ha-tri
"Emań ar soubenn dre laezh o vont tre 'barzh an ti"

III

Pa oa peorien an eured ouzh an daol er maner
Erruas un truant kaezh o c'houlenn degemer
"Ha me c'hallfe kaout boued ha bout digemeret ?
Setu an abardaez-noz, n'ouzon pelec'h monet

- E-leal, paour-kaezh truant, degemer e kefot
Ha kevred gant ar re all ouzh an daol e koaniot
Tostait eta, den mat, ha deuit tre 'barzh an ti
Va fried kerkent ha me, ni ya d'ho servijiń"

Benn ar c'hentań diaze, hi he deus goulennet :
"Petra c'hoarv' ganeoc'h, paour-kaezh, ha pa na zańset ket ?
- Netra c'hoarv' ganin, itron, pa na zańsan ket-me
Nemet sabatuet on gant skuizhder o vale"

Benn an eilvet diaze e c'houlennas gantań :
"Skuizh emaoc'h atav, den mat, pa na zańset ket ?
- Skuizh emaon atav, avat, pa ne zańsan, itron,
Skuizh emaon, heg ouzhpenn-se tenn eo va c'halon"

Benn an deirvet diaze, en ur c'hoarzhin e-leal,
Hi a lavaras dezhań : "Deuit ganin da zańsal
- Honnezh eo din un enor ha ne zelle'an ket
Hogen na in d'ho tinac'h, na den seven ebet"

Ha tra ma oant gant ar bal, war he zu o stouiń,
'Grozmolas e pleg he skouarn, o c'hoarzhin glas outi :
"Pale 'mań ar walenn aour 'poa bet diganin-me
War dreuzoł dor ar sal-mań, bloaz zo, deiz evit deiz ?"

Hag hi kroaziań he daouarn o sellet trema 'n nec'h :
"Betek vremań, ma Doue, am boa bevet dinec'h !
Me 'venne bout intańvez, ha bez din daou bried !
- Gwall vennet hoc'h eus, va dous, n'hoc'h eus hini ebet !"

Hag eń da denn ur c'hour-gleńv deus dindan e chupenn
Ha da skeiń gant an itron betek poull he c'herc'henn
Ken e teuas da stouiń war he daoulin soublik :
"Ma Doue, 'me, ma Doue !" - hag hi da vervel mik

IV

E Daoulas zo ur Werc'hez e iliz 'n abati
Ur sei'enn glas-alaouret rumenluiet ganti
Mar 'teus-te c'hoant da c'houzout piv en deus he gouestlet
Goul' gant ar manac'h nec'het zo a-us hi stouet


Le sujet

Le lendemain de ses fianēailles, un chevalier est appelé ą traverser la mer pour secourir les Bretons d'outre-Manche. Il vient faire ses adieux ą sa fiancée ; ils passent la nuit en larmes, il lui offre une ceinture pourpre ; et au matin le chevalier doit la quitter - pendant qu'il s'éloigne, les pies caquettent : "La mer est traītresse, mais les femmes encore plus !"

Effectivement ... La jeune fille voit en songe la mort de son fiancé, et avant les étrennes, la revoilą fiancée ą un autre

Mais on annonce la fin de la guerre ; les chevaliers reviennent. Parmi eux, le premier fiancé, qui, voyant la fźte qui se prépare au manoir, se fait passer pour un mendiant et demande qu'on l'accueille

La fiancée lui demande pourquoi il ne danse pas ; ą force d'insister, elle l'entraīne sur la piste. Lą, le faux mendiant lui demande : "oł est la bague que je vous donnai, il y a un an jour pour jour ?"

Découverte, la fille s'écrie : "jusqu'ici je n'avais pas de mari, maintenant j'en ai deux !" Mais le chevalier tire une dague de son habit et la tue

Dans l'église de l'abbaye de Daoulas, la statue de la Vierge porte une ceinture pourpre. Si vous voulez savoir d'oł elle vient, demandez au moine qui est prosterné ą ses pieds

Le thčme est proche de celui de Disul barzh an overn-bred et de Nozvezh kentań ma eured


Source

Le "Barzhaz Breizh", premier recueil de chansons bretonnes, édité par le vicomte Hersart de la Villemarqué (Kervarker, en breton) en 1839