Me am eus ur vestrezig e Penn-ar-Roz (bis)
Hag e redin d'he gwelet hep mui gortoz
Hag e redin d'he gwelet disul da noz

"Ha mar teuez d'am gwelet, va c'hloareg koant (bis)
Me 'n em droio en ur pesk er stêr arc'hant
N'az pezo ket va c'halon hervez da c'hoant

- Mar 'n em droez en ur pesk 'vel ma lârez (bis)
Me vezo pesketaer, ô va mestrez !
Me 'besketo va dousig dre garantez

- Mar teuez d'am fesketa ha d'am spouron (bis)
Me 'n em droio en heizez er c'hoajoù don
N'az pezo tamm, kloaregig, eus va c'halon

- Mar 'n em droiez en heizez 'vel ma lârez (bis)
Me a vezo chaseour, ô va mestrez !
Me chaseo va dousig dre garantez

- Mar teuez d'am chaseal, riskl d'am muntriñ (bis)
Me 'n em raio leanez 'n ur abati
N'az pezo ket va c'halon, ô kloareg kriz

- Ma 'n em rez leanez, 'vel ma lârez (bis)
Me a yelo da vanac'h, ô va mestrez !
Me 'gofesay va dousig dre garantez

- Ha mar teuez d'am c'hofes, oueli c'hwerv, (bis)
Gwenn-kann marv em gwele te am c'havo,
Roin ket dit va c'halon, kaer az pezo

- Mar da gavan gwenn-marv ez gwele kloz (bis)
Lec'h Sant Per a gemerin er Baradoz
D'hen digeriñ d'am dousig eus Penn-ar-Roz"



Le sujet

J'ai une petite amie à Penn-ar-Roz, et j'irai la voir sans plus tarder
- Et si tu viens me voir, je me changerai en poisson
- si tu te changes en poisson, je me ferai pêcheur pour te pêcher, par amour
- alors je me changerai en biche ; je me ferai religieuse

A chaque fois le jeune clerc trouve la parade. Alors que la jeune fille finit par lui dire qu'elle mourra, il répond : je prendrai la place de Saint Pierre au Paradis, pour ouvrir la porte à ma petite amie de Penn-ar-Roz


Source

Le recueil"Sonioù Feiz ha Breiz", publié en 1930

Chanson de Charles Le Bras, chantée à Huelgoat par Cecilia Le Bras