I

Mallozh d'an heol, mallozh d'al loar,
Mallozh d'ar glizh a gouezh d'an douar, oh !
Mallozh d'ar glizh a gouezh d'an douar

Mallozh d'an douar, d'an douar-Plouieou
A zo kiriek da wall-strifo¨, oh !
A zo kiriek da wall-strifo¨

A zo da wall-strifo¨ kiriek
Tre an aotrou hag an tieg

A lak ar strafuilh war ar maez,
A lak meur a hini diaes

Meur a zivab, hag inta˝vez,
Meur a vinor ha minorez,

Meur a grouadur war an hencho¨
Gant o mamm, o skuilha˝ daelo¨

Mallozh ruz d'an dudjentil-kŕr
A ra bec'h war al labourer ;

Tudjentil neo, rederien gall,
Ganet e korn ur park banal

Pere na sell ket mui ouzh Breizh
'Get ouzh koulm naer deut en he neizh

II

Disul gwenn, goude 'n ofern-bred,
Ar c'hilhog ker barzh ar vered ;

War ziri 'r groaz, Archer Kemper,
E zaoulagad o tevi˝ taer,

E zaoulagad taer o tevi˝,
'Vel ur podad dour o virvi˝

" Selaouet holl, paotred Plouieou,
Selaouet mat an embanno¨ :

Evit ar bloaz hag an deiz krenn,
Ra vo prizet tra peb perc'henn ;

Ho tier kerkoulz hag ho stu ;
Ar mizo¨ diwar ho koust-hu ;

Hag it lec'h-all, c'hwi hag ho tud,
Gant arc'hant flamm, da glask ur c'hlud "

Oa ket ar ger peurlavaret,
Savet strafuilh barzh ar vered,

Tud kozh ha yaouank da groza˝,
Darn da wac'ha˝, darn da ouela˝ ;

Darn all da goueza˝ d'an douar,
Mantret ar galon gant glac'har.

" Kenavo, tado¨ ha mammo¨,
Na stouimp mui war ho pezio¨ !

Ret eo mont brema˝ divroet,
Kuit deus lec'h emaomp bet ganet,

Ha war boull ho kalon maget,
Hag etre ho tivrec'h douget.

Kenavo, sent ha sentezed,
Na zeuimp mui d'ho tarempret ;

Kenavo, patron hor parrez,
Ni zo war hent ar baourentez "

Paotred Plouieou o deus laret :
" Tavet, merc'hed, na ouelet ket,

Ken na welfet gwad peb tieg
War dreuzo¨ e di o redek,

Ken na welfet al lomm diwe'a˝ :
Gwad ar C'hallaoued da genta˝ "

An archer, evel pa glevas,
Diwar sez ar groaz a lammas,

N'ouie doare pelec'h tec'het ;
'Vel den rag e benn en deus graet ;

Barzh ar garnel ema˝ lammet,
E-touez eskern ar Vretoned

Hogen, klevet ur seurt burzhud :
An eskern a zrask, evel tud ;

Hag a sav sonn, em unanet,
Enep an archer war o zreid ;

Ha setu e˝ peurzispennet,
Ha dindano peurzouaret.

III

Paotred Plouieou a lavare :
" Deomp-ni da c'hout hon digarez "

E Kemper dal' ma errujont,
O aotrounez a c'houlenjont :

" Digoret d'an dud diwar maez,
Ma' gomzint ouzh o aotrounez.

- It alese, kozh-tieien,
Ma na garit klevet poultr gwenn

- Ni a ra forzh gant ho poultr gwenn,
Kement a reomp gant ho perc'henn "

Oa ket ar gomz peurachuet,
Tregont tieg a zo lazhet

Tregont lazhet, ha tri mil tre ;
Hag an tan er gŕr, ha ker ge !

Ken a grier : " ai ! aou ! ai ! aou !
Truez ! truez ! paotred Plouieou ! "

Diskaret leizhig a dier,
Nemet hini eskop Kemper,

Hini Rosmadeg, 'n aotrou kaezh,
A zo mat d'an dud diwar maez ;

A zo den a wad roueo¨ Breiz,
Hag a zalc'h mat d'hor C'hizio¨ reizh

An aotrou eskob a venne,
Er ruio¨ kŕr pa 'dremene :

" Dale d'an droug, ma bugale !
En an' Doue ! dale ! dale !

Paotred Plouieou, it war ho kiz,
Na vo ket mui torret ar C'hiz "

Paotred Plouieou 'sentas outa˝
"Deomp-ni war hor c'hiz, ac'hanta ! "

Nemet dre wall-cha˝s 'deus-int graet :
N'int ket holl d'ar gŕr erruet



Le sujet

L'histoire d'une rÚvolte des paysans de la rÚgion de PlouyÚ contre les nobles et les riches des villes, au XVŔ siŔcle

 


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publiÚ en 1839 par Hersart de la VillemarquÚ