Va mignon, Yannig Lezenneg,
A zo bras ha leun a c'hloar (bis)
Mez en deus o komz brezhoneg
Ha ger galleg mat ne oar

Foei warnañ gant e vern ardoù
Galleg sot leizh e genoù


Pa 'z an gantañ d'ar pardonioù
Ne fell ket d'am c'hamarad (bis)
Gant aon da freuzañ e c'henou
Komz er yezh a gomz e dad

Bet omp e pardon Karaez
O redek ar stalioù kaer
Me oa tapet genaouegez
E-kichen ma Yannig kouer

Dirak peb stal e lavare :
"Regard' comm' chê bo tout ça !
Jeannett', je vais te régalé,
Prends tout che que tu voudras !"


Ha pa grogen en dister dra :
"Laiché cha, viens donc plus loin"
Hag erru e ti Jaketa :
"Rentrons pas dans che chal coin !"

Prenañ 'ra kozh sonioù galleg
'N ur grial : "Chê ben, chê bon"
Pa ginniger de'añ brezhoneg :
"Je sais pas lire du breton"

Savet droug, pelloc'h, ennon-me,
E prenis seiz kanaouenn
Ha me reiñ e sac'h d'an den-se :
"Kerzh d'ar gêr da zeskiñ lenn

Mez em eus ganez, pladennek,
Ha te savet er vro-mañ,
A ra fae war ar brezhoneg
Goude n'ouzout nemetañ ?

'N deiz bennak, me, ma timezan,
N' roin ket dit-te ar maout
Gwelloc'h ganen kaout ur pagan
Ur pastor pe ur paotr saout"

M'ho pije gwelet ma lapous
An daeloù 'n e zaoulagad,
O vont kuit, lostek ha pikous,
C'hoarzhet ho pije moarvat

Grit eveldon, merc'hedigoù,
Ha c'hwi welo a bep tu
Kement hini a zoug bragoù
O komz brezhoneg diouzhtu

Pa 'z eus div yezh e Breizh-Izel
Evit ma 'z ay mat an traoù
E vo ret deomp en ur sevel
O deskiñ, ervat, o-div

Ha ma rankit komz e galleg
Na gomzit ket hini plat
Ha pa gomzoc'h e brezhoneg
Distagit brezhoneg mat


Le sujet

Mon ami, Jeannot Lazennec (c'est une fille qui parle), est grand et plein de gloire ; mais il parle très mal le français. Quand je vais avec lui à la foire, il entre dans tous les magasins et s'essaye à baragouiner. Il achète des feuilles de mauvaises chansons en français, et quand on lui montre des chansons bretonnes il prétend qu'il ne sait pas lire cette langue...

Alors je me mets en colère et je lui dis : "Rentre chez toi apprendre à lire ! Tu es de ce pays, et tu méprises le breton, alors que c'est la seule langue que tu connaisses ! Si je me marie un jour, ce ne sera pas avec un gars comme toi. Plutôt épouse un païen, un pasteur ou un gardien de vaches !"

S'il est vrai qu'il y a deux langues en Basse-Bretagne, il faut enseigner les deux et parler de même du bon français et du bon breton

Chanson dont le thème est intéressant, et malheureusement trompeur. Ce sont davantage les femmes qui ont précipité le déclin de la langue bretonne, en assimilant le breton au passé, et en encourageant leurs hommes à pratiquer la langue du progrès


Source

Le recueil "Sonioù Feiz ha Breiz" édité vers 1930