Me a savo un dourell war vordig ar mor don
War ar mor don, war ar mor don, o !
Ar mor glas alaouret
Hag ac'hano e welin doareoù va mignon

Ha me a welo du-hont ul lestr bras o toned
War ar mor don, war ar mor don, o !
Ar mor glas alaouret
Hag hennezh a zegaso va dous muiañ-karet

Va c'hemer 'raio neuze da vont gantañ da bell...
War e lestr e ouelioù gwenn dispaket d'an avel

Hag an avel 'luskello hor red dianavez...
Etrezek an inizi, er mor a garantez



Le sujet

Je bâtirai une tourelle près de la mer, la mer profonde, et de là je verrai mon bien-aimé arriver dans un grand vaisseau. Il m'embarquera avec lui pour partir au loin ; le vent bercera notre course inconnue vers les îles, sur la mer d'amour


Source

"Kanomp uhel", édité par Kendalc'h en janvier 1957 (ne se trouve plus dans le recueil du même nom édité par Coop Breizh)

Dans le recueil il est dit que c'est un air du pays de Lorient, avec paroles de M.G. (?) d'après un sujet ancien