Breizhiz, va c'henvroiz karet
Hiziv siwazh, me a zo kozh
Met na pet gwech am eus sonet
Da zañsal en deiz hag en noz
Ha mar plij gant Santez Anna
E klevfot c'hoazh war an dachenn
Son skiltrus va bombard velen
O lakaat tud va Breizh da dridañ

Me eo Matelin an Dall, ar bombarder laouen
A lak' an dud da zañsal diwar va barrikenn
Un taol sut, ha souden, paotred skañv d'an abadenn
Ur bomm son, ha raktal, paotred o fringal, o !


Yaouank e kollis ar gweled
An eostig, ma lavarer mat,
A gan flouroc'h en e gaoued
Pa vez dallet e zaoulagad
An dall a gêrig Kemperle
En e lochenn war ribl an dour
Evel an eostig a son flour
Etre an Izol hag an Ellé

Yannig ar Chapel em c'hichen
A c'hoari gant e vinioù
Dreist-holl pa sun bord e werenn
Evit souplaat e vuzelloù
Nag eñ a sko, Yann va c'homper
Gant e sonerezig lirzin
Ha d'e heul pa sko Matelin
Eo marzh gwelet penaos e fringer

Bet on e Paris, ur dervezh
O seniñ dirak ar Roue
Hag eñ, koulz ha tud e balez
Gant ar blijadur a c'hoarzhe
A c'hoarzhe kreñv, a c'hoarzhe pell,
Hep gellout miret da c'hoarzhin
O klevet an dall Matelin
O tistagañ tonioù Breizh-Izel

Malo-Korret a Gerhaez
Kentañ grenadour a Vro-C'hall
Fellas dezhañ klevout ivez
Sonerezh Matelin an Dall
A dost, a bell e tiredet
Da welet patrom ar soudard
Ha da glevet mouezh va bombard
O kanañ enor d'ar Vretoned

Kalz a vije bet pinvidik
Ha ganin me ne chom netra
Nemet ijin va bombardig
Da c'hounid va zammig bara ;
Mez aze pikol forzh ne ran
Me 'sono keit ha ma vevin
Ha deiz va marv ne gollin
Nemet va bombard ha va diskan



Le sujet

La chanson de Mathurin l'Aveugle, un célèbre sonneur du siècle dernier. La chanson parle notamment du jour où il a joué des airs bretons devant la cour du roi Louis-Philippe

L'air est bien connu, c'est celui de "Quand on fait des crêpes chez nous"


Source

"Sonioù Feiz ha Breizh", troisième livre, publié vers 1930