Lakit ho troadig, va dousig, va dousig
Lakit ho troadig e-kichen va hini
Ni vo troadig hon-daou
Ken a zeuio an Ankou
D'hon c'herc'hat hon-daou
Ken a zeuio an Ankou
D'hon c'herc'hat hon-daou

Lakig ho karig va dousig, va dousig
Lakit ho karig e-kichen va hini
Ni vo garig hon-daou
Ni vo troadig hon-daou
Ken a zeuio an Ankou
D'hon c'herc'hat hon-daou
Ken a zeuio an Ankou
D'hon c'herc'hat hon-daou

Lakit ho klinig, ...
Ni vo glinig hon-daou
Ni vo garig hon-daou
Ni vo troadig hon-daou
Ken a zeuio...


Le sujet

Comptine pour enfants : mettez votre petit pied, ma douce, à côté du mien ; nous serons pied-à-pied jusqu'à ce que vienne la mort nous chercher tous les deux ; puis : votre petite jambe, votre petit genou, etc

Chanté par Joseph Laurent, de Morlaix


Source

Kanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911