Kousk, ma mabig, kousk aze
Dindan askell ael Doue
Kloz da zaoulagad seder
Kousk aze ma bugel kaer.

Deuill, deuill deuill, toudoudou deuill deuill
Deuill, deuill deuill, toudoudou deuill deuill
Deuill, deuill, deuill, toudoudou deuill deuill
Toudoudoudoudou, toudoudoudoudou deuill
deuill


Ma mabig me 'm-eus avi
Deus ma ene, 'vel da hini
Dichalet deus ar pec'hed
Dichagrin deus traoù ar bed.

Ma mabig petra teui
War an douar pa greski ?
Pa deui gant an amzerioù
Evidout an dañjerioù ?

Marteze 'hi da eskob
Meulet, karet, gant ar bobl
Prezidant ar Republik
Deus ur vro gaer ha pinvidig.

Med ac'han di a zo pell bras
O ma Doue! pa soñjan
Evit mont gant an aelez
War-zu bro gaer ar Werc'hez.



Le sujet

Dors, mon cher petit, dors là
Sous l'aile de l'ange de Dieu
Ferme des yeux sereins
Dors là mon bel enfant.

Deuill, deuill, deuill, toudoudou deuill deuill
Deuill, deuill, deuill, toudoudou deuill deuill
Deuill, deuill, deuill, toudoudou deuill deuill
Toudoudoudoudou, toudoudoudoudou deuill deuill


Mon cher petit j'ai désir
De voir mon âme comnw la tienne
Libre du péché
Libre de la peine des choses du monde.

Mon cher petit, que deviendras-tu
Sur la terre quand tu grandiras
Quand avec le temps
Viendront pour toi les dangers ?

Peut-être deviendras-tu évêque
Loué, aimé par le peuple
Président de la République
D'un beau et riche pays ?

Mais d'ici là il y a encore bien loin
Oh ! mon Dieu, quand je pense
Pour aller avec les anges
Vers le beau pays de la Vierge


Source

Rimodell ha kanaouenn, par Loeiz Roparz
Berceuse traditionnelle du Pays du HUELGOAT selon les deux chanteurs, père et fils, qui nous l'interprétèrent en 1962 à COMMANA (Léon).