Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet
Ar resit eus va daeloù ha va foanioù kalet
Me zo ur c'hloareg yaouank a eskopti Kemper
Am boa choazet ur vestrez en eskopti Treger

E c'harz ar mor on ganet, barzh bro Sant Gwenole,
Ha biskoazh nemet glac'har n'em eus bet em buhez
Glac'har ha gwir garantez, setu ma flanedenn
Planedenn rust ha kalet, da heuliañ penn-da-benn

Pa oan em bugaleaj, va mamm baour alies
A lavare din : "Va mab, kar ha ped ar Werc'hez
Ped anezhi, va mabig, ped Gwerc'hez Rumengol
Mar he fedez a galon, biken ne n'i da goll"



Le sujet

Mêmes paroles que Metig

Notes des auteurs :
Nous ne donnons ci-dessus que 3 couplets de cette célèbre gwerze qui est l'une des plus connues de Yann ar Skour

Chanté par Yves Tanguy, menuisier à Carhaix


Source

Kanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911