Doue holl buisant a lenn 'n hon c'halonoł
A gondu ma daeloł, ma huńvreadennoł
Gwelet hag istimet ar momant hag an eur
Ma vo fin d'am chagrin, ha d'am displijadur

Tri bloaz vezo souden, 'baoe ar momant kruel
Pa oa ret din kuitaat ma mignoned fidel
Ma c'herent glac'haret, rouanez ma c'halon
Da gemer an armoł evit an nasion

Flastret dindan ar bouez eus ma zristidigezh
Ma c'halon a ranne, mervel a rae ma mouezh
Ar gwad em gwazioł a deue da skornań
Er momant m'eo ret din ober ar c'himiad-mań

Keno ma zad, ma mamm, keno ma breur, ma c'hoar
Adieu neb a garan, me ya diwar an douar
Ar c'himiad-mań ran deoc'h kent evit ho kuitaat
Marteze, siwazh din, vo unan evit mat

E-giz d'an evn bihan, tapet gant ar sparfell,
Deus a gichen e vamm, pa ve deus e sevel
N'en deus ket a amzer da vervel gant glac'har
Ker buan ma lemmer e vuhez d'an neb a gar

Tri bloaz a vezo prest, na gontan ket ar rest
Pa oa deut din an ordr d'ambarkiń war rad Brest
E-lec'h emaon bremań, a ouelin marteze,
Betek an deiz fatal, ma vo fin d'am buhez

Pa oan erru en Brest, ma eston a oa bras
'Welet ur seurt kastell o vrall war an dour glas
An oabl evel ur c'helc'h, pell diouzhin e welen,
O rannań 'tre daou bezh ar mor bras hag an Neńv

Deliberet, bras ha bihan, ma ra ar peroked,
En treuj war bep gwernenn a ra teir groaz parfet
E beg ar gwernennoł, uhelloc'h deus ar mor
'Vit n'eo deus ar vered beg an uhellań tour

Per-ugent pezh kanol, daou-ugent a bep tu,
Stouvet gant livaj gwenn, o c'horf livet en du,
Ha pompoł perilhus, fuzuilhoł mousketon,
Ar gwel eus anezho a zeve ma c'halon

'Peus ket gwel't a vintin, en-dro d'ar radenn glas,
Ar steuennoł kevnid, koulz en hed 'vel en kroaz ?
En-dro d'ar vatimant zo aliesoc'h kordenn
'Vit a neudenn gevnid en-dro d'ur radenenn

'Benn ur pennad goude, me oa pell deus ma bro
Lec'h ma selaoue den deus ma huńvreadoł
Pa 'mije 'n tamm amzer da vonet a-gostez
A sońjen 'barzh am bro ha da skuilh daeroł n'e

E-giz d'un evn bihan, zo pell demeus e vamm
Na ra nemet gouelań, leuskel krioł estlamm,
E zaoulagad bepred troet war-zu ar plas
Lec'h oa e vignoned, e holl blijadur vras



Le sujet

Un jeune marin, parti faire son service dpeuis trois ans, se rappelle le moment cruel oł il a dū se séparer des sa famille et de ses amis

Chanté par Yves Tanguy, menuisier ą Carhaix


Source

Kanaouennou Breiz-Vihan (Mélodies d'Armorique), par H. Laterre (Bodlan) et F.Gourvil (Barr-Ilio), publié en 1911