O ! Nag ur serten pennherez a neus bet ar jujamant
A c'houl' digant he zad, he mamm, o! dimeziń ar bloaz-mań

O ! Dont a rae d'he zad, d'he mamm, o ya ! da lāret dezhi :
"N'eo ket neseser dit ma merc'h ar bloaz-mań dimeziń

N'eo ket neseser dit ma merc'h, o ! dimeziń ar bloaz-mań
Gant aon neus chańjet dezhi diwezatoc'h 'vit bremań

- O ! me 'lavar deoc'h ma mamm, o ya ! o, war ar plas-mań
Ma ne rit ket końje din da zimeziń d'an den-mań

Me ne chomin ket er gźr, me a yelo 'maez ar vro
Birviken ho taoulagad ma buhez ne welo

Me a yelo 'maez d'ar vro, nag er gźr ne chomin ket
Ma choman ganeoc'h er gźr me 'mo gwenneg ebet

C'hwi ne oac'h 'met pemzek vloaz na pa oac'h dime'et d'am zad
Hervez ho sońj e kredec'h nag a c'hwi a sońje ober mat

Me zo naontek vloaz echu ha gant ugent on bremań
Mont a ran da zimeziń gant skiant ar bloaz-mań

- O la ! o la ! ma merc'h anezhi, o ! n'eo ket ar memes tra se
Kar ganeoc'h emań bev ho tud, me 'm oa kollet ma re

- O, digarez ne vanko ket na d'ar re gozh da lāret
Pa vez torret dezhe o foan, ne santont ket o c'hleńved

Dont a rae he zad, he mamm, o ya ! da lāret dezhi :
- O ! na kerzh gantań 'ta ma merc'h, o ! na grit 'vel ma karit

O ! na kerzh gantań 'ta ma merc'h, o ! na grit 'vel ma karit
Kar an hini a zimez dit, o ! biskoazh n'en deus plijet din

Kar an hini a zimez dit, o ! biskoazh n'en deus plijet din
Ma ne rez ket ur vuhez vat, o ! 'deus ket da glemm ouzhin"

O ! dimezet eo ar plac'h-mań, o ! d'he c'hamarad fidel
Echu eo an amitie, n'eus ket padet gwall bell

Bremań emań ar plac'h-mań, o ! noz-deiz o hirvoudiń
Sońjal en an tourmant 'neus graet d'he zud 'vit dimeziń


Le sujet

Une jeune héritičre de dix-neuf ans veut se marier, ses parents refusent. Elle menace de quitter le pays, rappelle ą sa mčre qu'elle s'est mariée ą quinze ans, etc, etc ; les parents finissent par céder, bien qu'ils n'aiment pas le garēon ; "et si tu es malheureuse, ne viens pas te plaindre !"

Elle se marie, mais le bonheur est de courte durée. Maintenant, la jeune fille soupire nuit et jour en pensant au tourment qu'elle a fait ą ses parents pour se marier


Source

Le texte figure sur le livret du CD "Gwrizioł"