"O ! ma dan-me d'an arme,
'Vel 'mañ kont d'an holl monet,
P'lec'h e lakin ma dousig,
Ma Berlejenn da viret ?

- Gouarnet hi din,ma breur-kaer,
Na ma breur-kaer ma karec'h
Me he lako 'barzh ur gambr,
Na gant an dimezelled

Me he lako 'barzh ur gambr,
Na gant an dimezelled,
Peotramant 'barzh ur sal vras,
Na gant an itronezed"

Oa ket c'hoazh war e zaoudroad
Na, pell-pas deus an ti,
Oa komañset ar breur-kaer,
Na d'ober fout dezhi

"Diwisket ho prozhig wenn,
Ho koefoù dantelezet
Kerz't bremañ d'ar lanneg vras,
Na d'eveshaat al loened

Na d'eveshaat al loened,
- Na, ma breur-kaer, me ne dan ket
Me a zo merc'h d'un itron,
Ha n'on ket kustumet

- Ma na n'oc'h ket kustumet,
Kustumad 'walc'h a riet
Amañ zo ur vazhig wenn,
Na rey deoc'h-hu kerzen

Amañ zo ur vazhig wenn,
Na, deus daou, tri sort plant
Hag a ra d'an dud kerzen
Na bout ha ne int ket c'hoant"

E-pad ar seizh bloaz kentañ
Ma berjelenn a ouele
Met deus an eizhvet bloaz,
Ma berjelenn a gane

Neuze ur soudard yaouank
O tistreiñ deus an arme,
A glevas ur vouezhig dous
Na, kanañ war ar mine

"Anzavet 'ta, Berjelenn,
Anzavet ar wirionez
Gant petra oc'h-hu maget,
Pa ganit ken gaer-se?"


Le sujet

Un conscrit doit partir en laissant sa bien-aimée au pays. Il la confie à son beau-frère, qui promet de veiller sur elle

En fait, à peine le soldat parti, il envoie la fille aux champs. Elle proteste, mais sous la menace elle doit bien quitter ses beaux habits et aller garder les bêtes

Les sept premières années elle pleure, mais la huitième elle se met à chanter. Un jeune soldat qui rentre de l'armée demande : "Avec quoi être vous nourrie, bergère, pour chanter d'une aussi belle voix ?"

Thème très proche de ceux de Gwreg ar C'hroazour, de Dén ieuank en armé et de Nozvezh kentañ ma eured

 


Source

"Fiselezed Groñvel", chansons de Kan ha diskan recueillies par Fañch Danno auprès de deux dames de Grommel, Catherine Baquer et Yvonne Goff

Publié en 1996 par Ar skol vrezhoneg, 40 rue de la République, 29200 Brest et encore disponible