Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet,
Da glevet kana˝ ur son a zo nevez-savet
War vuhez ur paotr yaouank ganet en Breizh-Izel,
Mantret gant koun ha glac'har d'ur vestrezig fidel.

'Touez ankenio¨ ar bed-ma˝, n'eus hini ken c'hwerv
Hag an disparti poanius krouet gant ar marv ;
Krisat eo d'un den yaouank gwelet e garantez,
Eizh devezh kent an eured, diskennet en he bez...

Koulskoude, tudo¨ yaouank, setu ma flanedenn,
Mouga˝ tan ma yaouankiz gant daero¨ a anken
'Vit kavet nerzh da veva˝ ez eo ret din so˝jal
Em flijadur dremenet, em devezio¨ gwechall

Evel kalz a dud yaouank, e stagis ma c'halon
Ouzh ur vleuniennig dispar, ur plac'hig a-feson
Siwazh ! a-boan ta˝vaet, ma joa a zo kollet
Nijet ez eo en avel ma hu˝vreo¨ karet

Kenta˝ e tigouezhas din gwelet ma ferlezenn
'Oa en pardon Hanter-Eost, 'barzh ar gŕr a Rostren
P'he gwelis ken fur, ken koant, 'barzh ar prosesion,
Gant levenez 'barzh ma c'hreiz e tridas ma c'halon

Ska˝v evel un durzhunell, mistr evel un heizez,
He stumm a oa dereat, stumm ur gwir Vreizhadez
He zal gwenn, he sello¨ don, he blev melen frizet..
Ma c'halonig, hep distro, dezhi a oe gouestlet

Birvi˝ a raen gant an hast d'ober anaoudegezh
Gant rouanez ma c'halon ha ma c'henta˝ mestrez
C'hoant am-oa da rei˝ lod de'i 'barzh ma so˝jezono¨
Ha me 'vont d'he saludi˝, goude ar gouspero¨ :

" Demat deoc'h, plac'hig yaouank, turzhunell ar goanta˝,
'Deus graet d'am c'halon tridal evit ar wech kenta˝,
Me garfe kavet ar joa da c'houzout hoc'h anv,
Rak hoc'h e˝vor 'barzh ma c'hreiz da viken a vleunio

- Respont a rin, den yaouank, evuruz ha seder,
D'ar pezh a c'houllet ganin 'n ur feson ken tener
Annaig eo ma anv, un anv anave'et ;
LÔret din, m'ho ped, perak e karec'h hen klevet ?

- Annaig, hen gou't a ret, perak chom souezhet ?
Ar gwel ac'hanoc'h hirio en deus ma goune'et ;
Annaig, en an' Doue, daoust hag en ho kalon
Na c'hallfec'h miret, d'ho tro, ul lec'hig evidon ?

- Ma c'halon-me, den yaouank, a zo frank ha goullo
Den ebet, betek brema˝, 'n-eus skoet ma sello¨
Abaoe pell 'zo, koulskoude, e klaskan an doare
Da gavet ur mignon sur ha din a garantez

- Annaig, hon c'halonou 'zo graet 'vit 'n em gompren
Me ivez ho klask pell 'zo, evel ur berlezenn,
Rak furnez ha karantez, kalon leal ha frank,
A zo hirio gwall-danav e-touez an dud yaouank

- Ar c'homzo¨-ze, mignon ker, zo poellus ha gwirion
A levenez, a zudi e kargont ma c'halon ;
Kenavo ar blijadur d'ho kwelet hepdale,
Da bardon ar Rozera, 'barzh en Plougerneve !"

Me a distroas d'ar gŕr, seder hag evurus,
Da gonta˝ ma joausted d'am zud karantezuz
Holl asambles, a-galon, e c'houlljomp gant Doue
Digas ur rozenn ken kaer d'am liorzh hepdale

'Touez e˝vorio¨ an dousa˝, hu˝vreo¨ alaouret,
E c'hortozen an amzer ma tleen he gwelet
Ska˝v e kaven al labour, dudius ar vuhez,
Beuzet bemdez ha bemnoz 'n ur mor a garantez.

Digouezhet eo, evelkent, an devezh benniget,
Digouezhet eo an termen ganin ken gortozet
'Trezek bourk Plougerneve, 'dreuz ar brugo¨ melen,
Me a gerzhe, an deiz-se, gant ur spered laouen

Feal d'ar ger roet din, ma mestrezig karet
A oa deut ivez d'ar gouel, evel m'he doa laret
Bale 'rejomp asambles, betek fin ar pardon
Eno ec'h anavis reizh te˝zorio¨ he c'halon

Starda˝ a rae mui-ouzh-mui chadenn hon harantez
Toui˝ 'rejomp 'n em garet betek fin hon buhez
Ma vije kontant he zud, prestig an dimezi ;
Mont a ris d'he c'has d'ar gŕr 'vit klevet o ali

Pep tra a gerzhe dispar, hervez hon menozio¨,
Bleun a ziwane dre-holl war on gwenojenno¨
He c'herent a asantas da c'hoant hon c'harantez,
0 welet n'hallemp beva˝ an eil hep egile

Digoumoul hon c'halono¨, evel hon c'harantez
Setu graet an dimezi pemzek devezh goude
An holl a gemere lod en hon evurusted,
Ni a c'hortoze gant pres siell aour an eured

Siwazh, plijadur ar bed 'zo fi˝vus ha marvel,
Ha Doue a roas din, prest goude, ar gentel
Rak 'benn un toullad deizio¨, e teuas din kelo¨
'Oa ma mestrez 'n he gwele, skoet 'vit ar marv

Neventi kriz ha digar, o spontusat kelo¨
Ma Doue, perak eta, perak n'on ket marv
Ma c'halon daou-hanteret, gouliet ma ene,
Ec'h is kerkent d'he gwelet, 'vit gou't ar wirionez

Allas ! n'eo ket un hu˝vre, mez gwirionez poanius
Ma mestrez zo dirazon en un doare mantrus,
Ur gwall-gle˝ved, en tri deiz, en deus he diskaret,
'Vel ur vleuniennig tener gant ar rev disec'het

Hejet gant an espera˝s, ar boan hag an anken,
E-pad tri deiz ha teir noz e chomis 'n he c'hichen
Siwazh, netra ne harzas labour kriz ar marv...
'Oamp ket choazet gant Doue 'vit beza˝ priejo¨...

War askell yen an Ankou ma dous a zo tec'het ;
Chomet ez on ma-unan, gant ur galon frailhet ;
Ma mouezh skuizh a renk tevel, mouget gant ma daero¨ :
0 Doue, gret ma'z in prim d'he gwelet d'an ne˝vou !


Le sujet

L'histoire dÚchirante d'un jeune garšon qui fait la connaissance d'une jeune fille bien sous tous rapports au pardon du 15 aoűt, Ó Rostrenen ; ils se plaisent, se donnent rendez-vous au pardon de Plougerneve, et dÚcident de se marier

HÚlas, la jeune fille tombe malade Ó quelques jours du mariage ; lui se prÚcicipe Ó son chevet, y passe trois jours et trois nuits, mais rien ne peut ralentir le travail cruel de la mort


Source

"Fiselezed Gro˝vel", chansons de Kan ha diskan recueillies par Fa˝ch Danno auprŔs de deux dames de Grommel, Catherine Baquer et Yvonne Goff

PubliÚ en 1996 par Ar skol vrezhoneg, 40 rue de la RÚpublique, 29200 Brest et encore disponible