Didostait kozh ha yaouank, didostait da glevet
Da selaou kanań ur son a zo nevez savet

Evit din bout erru kozh, c'hoant em eus ken mervel
D'ober ur son da gańan war ma bro Breizh Izel

Hag impliań ma spered da rimań un disput
Etre daou den ansion estimet gant an dud.

Me a yeas ur sadornas d'ar marc'had da Wemgamp
Oen ket abred da erruout, ma c'hozh varc'h oe ket amp

Pa oe sonet ar c'hreizteiz, kazi graet ma marc'had
Me c'hont da traoń gant ar ru, 'kaven ur c'hamarad.

Antreen a reomp hon daou 'barzh un ostal deus kźr
Ha da c'houlenn da evań bep ur chopinad bier

Oamp ket aze'et mat ouzh taol ni m'omp klevet raktal
Un disput deus ar gwashań er penn all eus ar sal

Etre daou den ansion, o anvioł na oeren ket
Memestra m'oe plijadur i tonet d'o c'hlevet

Unan anehe oe anvet Kernevad chupenn berr
Egile libitenn hir, deus a gostez Treger

An Tregeriad a gomańse da gentań riotal
Oh ha aiet 'a mat e oe, ha degemeret fall

"Fidam Doue Tregeriad, 'deuit ket d'am riotal
Martreze 'sońjfe ganeoc'h penaos 'ma sot ar re all?

C'hwi 'peus foen en ho prajoł, ed en ho parkeier
Ha ni 'meump Mallozh Toue vat deus koste Landreger

Bez 'peuz i'ez douar mat ha loened mat da werzhań
Hag ar C'hernevaded 'nehe, ma brav 'walc'h de'he bezań"



Le sujet

Une dispute entre un Cornouaillais et un Trégorois, entendue par le narrateur dans une auberge ą Guingamp


Source

Texte repris sur le site Kan ha diskan, avec l'aimable autorisation de son auteur