I
Kaourintinig : P'lec'h 'z ay ar saout warc'hoazh, Marivonig,
  P'lec'h 'z ay ar saout warc'hoazh ?
Marivonig : Da bark ar Reier glas, Kaourintinig,
  Da bark ar Reier glas
Kaourintinig : O ! Kasit i ha deuit en-dro,
  Ha ni a c'hoario, Marivonig,
Les deux : Ha ni a c'hoario
II
Kaourintinig : Peseurt c'hoari a vo, Marivonig,
  Peseurt c'hoari a vo ?
Marivonig : C'hoari bouloù derv, Kaourintinig,
  C'hoari bouloù derv
Kaourintinig : C'hoari bouloù ha meinigoù
  War leton ar prajoù, Marivonig,
Les deux : War leton ar prajoù
III
Kaourintinig : An hini a gollo, Marivonig,
  An hini a gollo
Marivonig : Daou aval a bako, Kaourintinig,
  Daou aval a bako
Kaourintinig : Ha d'ar park bras e ray an dro,
  D'ar red ken na gouezho, Marivonig,
Les deux : D'ar red ken na gouezho



Le sujet

Dialogue entre deux enfants, Corentin et Maryvonne, qui vont dans un champ pour garder les vaches et jouer. Celui qui perdra devra attraper deux pommes et faire le tour du champ en courant, jusqu'à ce qu'il tombe

"Chanson traduite du vannetais, chanté aux alentours de Pontivy. C'est une belle chanson, surtout quand elle est chantée par un petit garçon et une petite fille du même âge" (indications données par Paotr Treoure, qui a recueilli et transcrit cette chanson)


Source

Le recueil "Sonioù Feiz ha Breiz" édité vers 1930