1
Ni ho salud, steredenn vor
Mamm da Zoue, leun a enor
Gwerc'hez bepred, dor an neñvoù
Selaouit mat hor pedennoù

2
Resevit ar salud santel
Salud an arc'hel Gabriel
E-lec'h an droug graet gant Eva
Degasit peoc'h deomp er bed-mañ

3
Torrit chadenn ar bec'herien
D'ar re zo dall, roit sklerijenn
Pellait ouzhomp an holl zrougoù
Goulennit deomp an holl vadoù

4
Diskouezit deomp oc'h ur vamm vat
En hor c'heñver, tud emzivat
Grit m'hor selaouo an Hini
Ho peus ganet evidomp-ni

6
Grit ma vo santel hor buhez
Ma heuilhimp hent ar wir furnez
Ha ma vimp o welet Jezuz
En neñv ganeoc'h un deiz eürus


Le sujet

Nous vous saluons, étoile de la mer, mère de Dieu, couverte d'honneur ; Vierge toujours, porte des cieux, écoutez bien nos prières


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix