1
M'hoc'h ador, Doue va c'hrouer
M'hoc'h ador Jezuz, va Salver
Me zo amañ war va daoulin
'Vit ho pediñ diouzh ar mintin

2
Mil bennozh deoc'h, o va Atrou,
Evit hoc'h holl madoberoù
D'am bezañ graet, prenet, miret,
Hag en hoc'h iliz kemeret

3
Kement a rin, a lavarin,
A c'houzañvin hag a soñjin,
A ginnigan evit ho kloar,
Keit ha ma vin war an douar

4
C'hwi zo santel, ha ma peder,
A-raok tostaat ouzh hoc'h aoter
E ran ur sell war va buhez
Hag ho pedan da gaout truez


Le sujet

Je vous adore, Dieu, mon créateur, Jésus, mon Sauveur. Le monde entier chante votre gloire ; saint et bon, vous êtes sans pareil

Mille bénédictions à vous, ô mon Seigneur, pour toutes vos bontés. De m'avoir fait, racheté, protégé, et pris dans votre église


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix