1
Gwir vugale ar Werc'hez a dle bezañ santel
Ha stardaat e gras Doue bemdez betek mervel
An dud laosk ha ne rafent nemet fallgaloni
Penaos e c'hellfent bezañ bugale da Vari ?

3
Gwir vugale ar Werc'hez, diouzh an noz, d'ar mintin,
Evit adoriñ Doue a gouezho d'an daoulin
Rak abred 'mañ ar pec'hed war roudoù an hini
A zo, siwazh evitañ ! diegus da bediñ

7
Gwir vugale ar Werc'hez a vezo da Zoue
O c'horf gant e skiañchoù, o c'halon, o ene
Kerzhet 'raint er sklerijenn, o dorn e dorn Mari
Betek an deiz ma welint an Neñv o tigeriñ


Le sujet

Les vrais enfants de la Vierge doivent être saints et de renforcer en eux la grâce de Dieu chaque jour jusqu'à la mort. Les gens faibles, dont le coeur est mauvais, comment pourraient-ils être des enfants de Marie ?

L'air est celui d'une chanson profane très connue, An durzhunell


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix