Doue, gwir bried
D'an eneoù,
C'hwi 'peus va c'hrouet,
C'hwi 'peus va frenet,
C'hwi 'peus va c'hrouet
'Vit an neñvoù,

Gwerhez venniget,
Mamm druezuz
Me am eus lazhet
Dre veur a behed,
Me am eus lazhet
Ho Mab Jezuz!


'Baoe pell amzer,
Kovez 'ran ouzoc'h,
Ez on, va Salver,
Siwazh ! Ur pec'her ;
Ez on, va Salver,
Enebour deoc'h

C'hwi a zo bepred
Ur gwir Salver,
Ne c'houlennit ket
E ve den kouet
Ne c'houlennit ket
Koll ar pec'her

Jezuz a zo gened,
Bepred nevez,
Poent eo ho karet,
Salver benniget,
Poent eo ho karet
E gwirionez


Le sujet

Dieu, vrai époux des âmes, vous m'avez créé, vous m'avez racheté ; vous m'avez créé pour les cieux

Vierge bénie, Mère miséricordieuse, c'est moi qui ai tué, par de nombreux péchés, c'est moi qui ai tué votre fils Jésus !

 


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix