Deuit, va Doue, deuit da ren em c'halon
Deuit d'am magañ dre ar gomunion


Va ene paour a zo ouzh ho kortoz, va Salver
Evel un douar yen, skarnilet gant gwall-amzer

Mard eo gwir ho komzoù, c'hwi a vezo d'am ene
Glav dous an abardaez pe glizhennig ar beure

C'hwi eo ar pastor mat, me an dañvad dianket
Edon kreiz ar bleizi hag hoc'h eus va diboaniet

Rak-se 'ta, va Jezuz, me 'zeu da glask ho panked
'Vel ma red ar c'harv d'ar feunteun en e sec'hed


Le sujet

Venez, mon Dieu, venez régner dans mon coeur ; venez me nourrir par la communion

Ma pauvre âme vous attend, mon Sauveur, comme une terre froide, desséchée par le mauvais temps

Si vos paroles sont vraies, vous serez à mon âme la pluie douce du soir ou la rosée du matin


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix