1
Dalc'hit sońj mat, kristenien, ez eus un deiz santel
A zeu dre son ar c'hleier, bep sizhun, d'hor gervel
Da vont d'an iliz parrez, 'vit meuliń an Aotrou
Ha goulenn grasoł nevez e-harz an aoterioł
Ha goulenn grasoł nevez e-harz an aoterioł

2
Sentomp eta ouzh Doue, bep sul deomp d'an iliz
Evit klevet e gomzoł, ha 'vit ar sakrifis
Tud vat, selaouit hiziv levr kaer an Aviel
Jezuz vo ar prezeger, selaouit e gentel :

3
"Na vezit ket war enkrez, ha na livirit ket :
Petra gavin da zebriń, penaos e vin gwisket ?
An Tad ho peus en neńvoł zo lemm e zaoulagad
Eń roy d'e zervicherien ha bevańs ha dilhad

4
Sellit ouzh an evnigoł, a nij a-zioc'h ho penn :
N'ouzont na hadań na mediń, n'o deus ket ur c'hreunenn
Kaout a reont, dre gras Doue, bep dervezh o begad
Bevit eta gant fiziańs e madelezh ho Tad

5
Sellit ouzh ar bokedoł, a sav ken stank er prad :
Biskoazh n'o deus bet desket na nezań na gwriat
Ha koulskoude Salomon, warnań e vantell aour,
E-skoaz ur bodig lili a oa c'hoazh gwisket paour

6
Ni esper ar baradoz goude fin hor buhez
Lec'h ma klevimp gant dudi kantikoł an Aelez
Rak ur sul dreist pep hini eo an eternite
Un iliz dreist pep iliz eo palez kaer Doue


Le sujet

Rappelons-nous bien, chrétiens, qu'il y a un jour saint qui vient nous appeler chaque semaine, au son des cloches, pour aller ą l'église de la paroisse louer Dieu et demander des grāces nouvelles au pied des autels


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le pčre Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix