D'hor Mamm Santez Anna
D'an Itron Varia
D'hor Salver benniget
Ni vo fidel bepred


Hor c'halon baour mantret
Gant glac'har hag enkrez
Ni a zo daoulinet
Dirazoc'h-c'hwi, Gwerc'hez

Joa deomp holl kristenien
Gant gouel Santez Anna
A ra joa d'an aelez
O veuliñ Mab Doue

Ni zo gwir gristenien
Krouadurien Doue
Savet en e lezenn
Hag en e garantez

Ni zo gwir gristenien
Prenet gant gwad Jezuz
Maget dre c'hourc'hemenn
Gant e gorf prizius

Gwerc'hez, hor mamm santel,
Roit sikour hepdale
E plegoù ho mantell
Kuzhit ho pugale

Rak c'hwi zo gallouduz
War galon hor Salver
Bezit madelezus
C'hwi zo ur vamm dener


Le sujet

A notre Mère Sainte Anne, à Marie, Notre-Dame, à notre Sauveur béni, nous serons toujours fidèles

Sur le même air : Itron Santez Anna

 


Source

"Cantiques bretons", par Roger Abjean (1983). Diffusé par la Chorale St Mathieu de Morlaix