Baradoz dudius!
Bro ar Sent eo va bro
A! pegen evurus
E vin-me bepred eno


1
O! pegen glac'harus
Bevañ e stad a bec'hed
Pegoulz, o va Jezuz,
E vezin 'ta divec'hiet?

2
Skuizh ha melkoniet
En draonienn-mañ a zaeloù
Va Jezuz, me ho ped
D'am zegemer en neñvoù

3
En neñv, Salver Jezuz,
Na pebezh evurusted !
An daeloù hirvoudus
Ar poanioù vo tremenet

4
En neñv, Salver Jezuz,
Gant ar Sent hag an aelez
Me gano deoc'h eürus
Mil bennozh ha trugarez

5
Peur-sec'het va daeloù
Bezit, va ene, joaius !
Hep dale en neñvoù
Me a welo va Jezuz


Le sujet

Paradis merveilleux, la pays des saints est mon pays. Ah ! comme je serai heureux là-bas, toujours !

Oh, comme il est triste de vivre en état de péché ! Quand, mon Jésus, serai-je donc soulagé ?


Source

"Cantiques bretons", recueillis par le père Abjean, publié en 1983. Diffusé par la chorale Saint-Matthieu de Morlaix