Aotrou, ra vimp unvan
En ho peoc'h, ho karantez


1 - Gant ar pec'hed disrannet
Gant ho kras advodet
Gant ho trec'h sklerijennet,
Ganeoc'h e vimp laouen

2- C'hwi a zo hon esperañs.
E-kreiz hon dierannoù,
Ha war hon dismegañsoù
E lakit ho pardon.

3 - Taolit ur sell a druez
War an dud marnaoniek,
Rannit d'hoc'h holl vugale
Ar bara pemdeziek.

4 - Eürus kalon ar beorien
A glask an unanded,
Eürus 'n ho rouantelezh
Ar vreudeur adkavet.

5 — Ho Kroaz eo ar sklerijenn
He deus hon unanet;
O levenez hor gouenn,
Ganeoc'h omp dasprenet.

6 - Kreskit en hor c'halonoù
Karantez ho Palez;
Ho Spered 'n hon eneoù
A ra an unvaniezh.

7 - Lonket eo bet ar marv,
Ha ni 'zo dieubet,
Hag ho puhez da darzho
Ennomp, Krist dasorc'het.


Le sujet

Seigneur, que nous soyons unis dans votre paix, votre amour


Source

"Kantikou brezhonek", recueil de cantiques bretons de l'évêché de Saint-Brieuc, édité par An Tour-Tan en 1983