Diskennomp holl, kristenien, en ifern da welet
Ar wanerezh estlammus eus an eneo¨ daonet
Pere zo dre wir Doue dalc'het e-barzh an tan,
0 veza˝ graet gwallzispign eus e c'hraz er bed-ma˝

An ifern zo un toull don leun a de˝valijenn,
E-lec'h na weler morse bihana˝ sklerijenn,
An norio¨ zo bet serret ha prennet gant Doue,
Ha n'o digoro biken ; kollet eo an alc'houez !

Ur forn c'horet er bed-ma˝ ned eo nemet moged,
E-ke˝ver tan an ifern, tan eneo¨ daonet,
Gwell e ve devi˝ enni ac'han da fin ar bed
Eget beza˝ en ifern e-pad un eur gwanet

Yudal reont a-bouez-penn, evel chas kounnaret ;
Ne ouzont pelec'h tec'het, pep lec'h ez int losket ;
An tan zo war o gorre, an tan zo dindano,
An tan zo a bep kostez hag o devo atav

Ar mab a lamm gant e dad, hag ar verc'h gant he mamm,
D'o stleja˝, gant mil mallozh, dre o blev, kreiz ar flamm.
" Mallozh deoc'h, gwreg diaket, hag hoc'h eus hon ganet ;
Mallozh deoc'h, tad didalvez, kiriek oc'h omp daonet ! "

O magadurezh a vo da viken gant Satan
Kaezhour an dragoned, e-touez ar gwazhio¨ tan ;
Hag o evaj o daelo¨, hag a vezo mesket
Gant mil ha mil seurt vilta˝s ha gwad an touseged.

Ha kignet vo o c'hroc'henn, hag o c'hig difreuzet,
Gant beg an naered-wiber, ha gant dent an diaouled,
Hag en tan e vo ruilhet o c'hig hag o eskern,
Evit ma tevo kre˝voc'h forn vras eus an ifern

Goude ma vezint losket ur boutadig en tan,
E vint taolet en un lenn leun a skorn gant Satan,
Ha deus al lenn 'barzh an tan adarre vint taolet
Ha deus an tan 'barzh an dour, 'vel al loc'h-houarn goeliet.

Neuze teuint da ouela˝, da ouela˝ gant enkrez :
" Ho pet ouzhomp, ma Doue, ho pet ouzhomp truez "
Hogen en aner ouelint, rak tra bado Doue
E pado o ankenio¨ hag o enkrez ivez.

Ken taer a vezo an tan o lesko en ifern,
Ma teuy ar mel da virvi˝, penn-da-benn d'o eskern,
Seul vui c'houlennint truez, seul vui e vint gwanet
Kaer o devezo yudal, losket e vint bepret.

An tan-se a zo c'hwezhet dre vuanegezh Doue,
Ha n'hellfe ket hen lazha˝ zoken pa her c'harfe;
Biken na daolo moged, ha biken na devo,
Hep ehana˝ d'o leski˝ biken n'o distrujo.


Le sujet

Une description effrayante des souffrances endurÚes en enfer


Source

Chanson extraite du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publiÚ par Hersart de la VillemarquÚ (Kervarker en breton) en 1839