Adoromp holl, e Sacramant an Aoter
Gwir Vab Doue, Jezuz hon mestr, hon Salver
Speredoù evurus, priñsed eus e balez
Adorit-eñ ganimp, meulit-eñ da james, meulit-eñ da james

Dre drugarez, evidomp holl inkarnet,
Dre garantez, en Osti santel kuzhet
Deut, ma Salver Jezuz, eus an aoter, ho tron,
Da reiñ dimp holl bremañ ho penediksion, ho penediksion

Enor ha gloar, ha karantez eternel
D’an Tad, d’ar Mab, ivez d’ar Spered Santel
Meulomp hag adoromp tri Ferson en Doue
E-pad an holl amzer, hag en eternite, hag en eternite
Adorons tous, dans le Sacrement de l’Autel,
Le vrai Fils de Dieu, Jésus notre maître, notre Sauveur
Esprits bienheureux, princes de son palais,
Adorez-le avec nous, louez-le à jamais, louez-le à jamais

Par miséricorde, pour nous tous incarné,
Par amour, caché dans l’Hostie Sainte,
Venez, mon Sauveur Jésus, de l’autel, votre trône,
Pour nous donner à tous maintenant votre bénédiction, votre bénédiction

Honneur et gloire, et amour éternel
Au Père, au Fils et aussi au Saint-Esprit,
Louons et adorons trois Personnes en Dieu,
Dans tous les temps, et dans l’éternité, et dans l’éternité

(Autre version)

Adoromp holl, er Sakramant an Aoter
Un Doue kuzhet, Jesus hor mestr, hag hor Salver !
Gant hor mouezh, hor c'halon, hon oberoù santel
Meulomp ervat un Doue a ziskenn ken izel
A ziskenn ken izel

Gwir Vab Doue, en em c'hraet den d'hor prenañ
En osti sakr oc'h kuzhet 'vit hor magañ
Plijet ganeoc'h reiñ deomp holl ho tonezonoù
Ha skuilhet war ho pobl ho pinvidikañ grasoù
Ho pinvidikañ grasoù

Aeled an neñv, amañ diskennit, m'ho kouviñ
Deut da sikour kanañ da Vab Doue meuleudi ;
Gloar ivez d'an Dreinded, Tad, Mab ha Spered-Glan,
Gloar bremañ war an douar, ha gloar bepred en neñv
Ha gloar bepred en neñv !

Le sujet

Chant de communion : "Adorons tous, dans le Sacrement de l'Autel, un Dieu caché, Jésus notre Maître, notre Sauveur !"


Source

"Tralalalaleno", recueil de 30 chansons harmonisées, par Jef Le Penven ; publié en 1949