Iwan Gamus, a Blouvino,
Ar glac'haretañ mab zo er vro
Ar glac'haretañ mab zo er vro

A-greiz kano ha c'hwitellat
'Z ae da gas e saout er prad

A-greiz c'hwitellat ha kano
'Komañsas e fri diwedo

Ajen 'reas war ur maen gwenn
'Chorto'as e c'hoar Vari da dremen

"Ma c'hoar Vari, din a laret,
Peseurt neventioù 'peus klevet ?

- Neventioù 'walc'h 'meus klevet
- Da lakaat ho kalon baour glac'haret

Neventioù 'walc'h zo er vro
Ho muiañ karet a zo marv !"

Klever an dud, ar veleien,
Da gas e dous da Sant-Jelven

Iwan Gamus ya, pa glevas,
Da Sant Jelven mont a reas

E Sant-Jelven pa erruas
E korn he bez e taoulinas

E korn he bez e taoulinas
Razig e galon a ouelas

"Ma eo marv ma muiañ karet
Gwele ma c'habined a riet

Ma n'eo ket graet, o! gret hen aes
Kar birviken ne 'z in er-maez

Ne 'z in ket ken er-maez en hañv
Nemet ur wech da lianañ

Nemet ur wech da liano
Hag ur wech all da intero

C'hwi hon lakit en ur beziad
Pa n'omp ket bet 'n ur gwelead

Ni 'vo eureujet gant Doue
Pa n'omp ket bet gant ar c'hure"


Le sujet

Iwan Gamus, de Plouvigneau, est le plus triste fils du pays. Comme il conduisait ses bêtes au champ, il rencontre sa soeur Marie qui lui apprend que sa fiancée est morte

Il accourt à l'église et se met à genoux au bord de la tombe. Puis il demande qu'on fasse son lit, et déclare qu'il n'en sortira plus que pour rejoindre sa fiancée dans la tombe : "nous serons mariés par Dieu, puisque nous ne l'avons été par le curé"


Source

Le CD "Ar gouziz koar" de Denez Prigent (Barclay, 1996)