Marc'hadourienn Paris, marc'hadourienn Rouan,
Pa iefet da Gerhaez, da foar galan-goan,
Na et ket d'ann ti braz a Rohan da lojan. (1)

Iannik ar Bon-garçon na euz ket bet sentet,
D'ann ti braz a Rohan da lojan eo bet et.

- Laret d'in-me, hostizes, ha me a ve lojet,
Hag ur marchossi kaer da lakad ma ronsed ?-

-Diskennet, marc'hadour, diskennet, deut en ti,
Lakaët ho ronsed ebars ar marchossi;

Lakaët ho ronsed ebars ar marchossi,
Ez ia ma mevel-braz ewit ho abreuvi.

Tostaët, marc'hadour, tostaët tall ann tan,
Da gommer ur banne ewit gortoz ho koan;

Pesked euz ann dour-douss ho pezo da goania,
Pa vo erru 'nn ozac'h euz foar kalan-goan.

Matezik Margodik, depechet-c'hui buhan
D'enaoui ar goulou ha da c'houeza ann tan,

D'enaoui ar goulou ha da c'houeza ann tan,
Mont d'ober he wele d'ar marc'hadour bihan. -

II

P'antree 'r marc'hadour, p'antree en he gambr,
Hen a c'houistelle sklezr gant he biffer arc'hant;

Hen a c'houistelle sklezr gant he biffer arc'hant,
Hag a rejouisse kalon ar plac'h iaouank.

Pa 'z ee 'r vates Margodik wit ober ar gwele,
Iannik ar Bon-Garçon gant-hi a vadine;

Iannik ar Bon-Garçon gant-hi a vadine,
Ar vates Margodik oud-han huanade:

- Matezik Margodik, na d'in-me lavalet,
Na pa zellet ouz-in, perag 'huanadet?-

- Aotro ar marc'hadour, na d'in me lavaret
Ha c'hui 'c'h euz 'promese gant plac'h iaouank a-bed?-

- Matezik Margodik, me n'ho trahisinn ket,
Hirio a zo ter zuun a oa de ma eured.-

- Doue d'ho konzolo, ha c'hui hag ho pried,
Rag oc'h aman er plas lec'h ma vefet lazet! (2)

Sellet 'ndann ho kwelle, 'welfet ur c'hleze-noaz,
'Baoue laza tri-all na eo ket gwalc'het c'hoaz;

Aze 'zo tri c'horf marv o c'hortoz ar mare,
C'hui, Iannik, 'r Bon-Garçon, vezo ar bevare. -

- Pa ve ma inkane ha ma zibr alaouret,
Ha m' valizenn arc'hant, ha pa vent holl kollet,

Ha me er ger a Rouan, gant Mari, ma fried,
Matezik Margodik, na rafen kaz a-bed.

Matezik Margodik, rekour d'inn ma buhe,
Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te;

Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te,
Paotred ann terrupla, marc'hadourienn 'vel me...-

Na pa zone ann heur, ann heur a anter-noz,
Ar vates Margodik na halle mui repoz:

-Na, marc'hadour-bihan, saves-te al lec'h-se,
Na mar a teuz te c'hoant da rekour da vube. -

Ha dre dor ar jardinn ez int bet achapet,
Breur-kaer ann hostizes hen euz bet ho c'hlewet.

III

Ha pa gane ar c'hog, ar c'hog da c'houlou-de,
Na doa ann hostizes a repoz 'n hi gwele:

- Matezik Margodik, savet, savet buhan,
D'enaoui ar goulou ha da c'houeza ann tan;

D'enaoui ar gouiou ha da c'houeza ann tan.
Wit ma lazfomp hon diou ar marc'hadour bihan! -

Breur-kaer ann hostizes d'ez-hi a lavare:
- Ho mates Margodik, leall, n' 'ma ket aze:

Ho mates Margodik, leall, n' 'ma ket aze,
Et gant ar marc'hadour, war lost he inkane! -

-Leall, tric'houec'h marc'hadour am euz me bet lazet,
Mar am bije gouvet, 'vije ann naontekvet !-
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

IV

Neb a welje Margodik war baveïou Rouan,
'N hi zreid ur boutou-lijer, hag ur bazou stam gloan;

'N hi zreid ur boutou-lijer hag ur bazou stam-goan,
Hag eureujet gant-hi, ur marc'hadour bihan ! (3)



(1) Une autre version connue sous le titre de: Ar Marc'hadour bihan, Le petit Marchand, débute ainsi:

Ur marc'hadour bihan, euz ar ger a Rouan,
'Zo et da Gerhaes, da foar galan-goan,

Da brena daou c'houpl saout, ur c'houpl oc'henn iwe,
Ewit gonit gant-he ebars ar foar newe.

(2) Variante:
Iannik ar Bon-Garson, braoa den ma 'z oud-te
Ha warbenn ma vo de, te gollo da vuhe!

(3) Dans une autre version le dénouement est tout différent :

P'oa arru el lann vraz, oh! ia, pell a-c'hane,
E taolas Margodik diwar he inkane.

Voir dans le Barzaz-Breiz la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de: Le Vassal de Duguesclin.


Le sujet

Iannik le Bon Garçon, un marchand de Rouen, va à la foire de Carhaix. Il va se loger dans une auberge ; l'hôtesse l'accueille, et demande à la servante d'aller préparer sa chambre

Le "petit marchand" entre dans sa chambre et badine avec la servante ; celle-ci, troublée, l'avertit qu'on a déjà tué trois hommes dans cette chambre, et qu'il va être le quatrième. Le marchand demande à la fille de l'aider à s'enfuir ; en échange, elle aura l'un de ses frères en mariage

Quand minuit sonne, le marchand et la servante sortent discrètement par la porte du jardin. Le beau-frère de l'hôtesse ne peut que les voir s'enfuir. Le lendemain matin, il raconte la fuite à l'hôtesse, et lui dit : "J'ai déjà tué dix-huit marchands ; si j'avais su, il aurait fait le dix-neuvième !"

Les deux chutes sont différentes : dans l'une, on voit la servante dans les rues de Rouen, mariée à un riche marchand ; dans l'autre, arrivé sur la grande lande, le marchand jette la servante à bas de son cheval...


Source

Paroles dans "Gwerziou Breiz-Izel", de François-Marie Luzel, publié en 1868
Musique et arrangements dans "Trente chansons populaires de Basse-Bretagne", recueil de Bourgault- Ducoudray paru en 1885
Chanté par Marie-Josèphe KADO, Plouaret, 1845