En tu all d'ar mor don ha d'ar menezioù bras
War vordig ul lenn vihan gompez
Dre ar gwenojennoù goloet gant broenn glas
Me a yeas da bourmen gant ma mestrez

Eno, war vord ul lenn sklaer 'vel ur melezour
Dirakomp brasder noazh ar menez
Keit ma skrije skiltrus lapoused 'us d'an dour
Un deiz, ni ganas ur son a garantez

Div galonig yaouank ha daou ene heñvel
Na soñjont ket 'barzh ar gwall amzer
Mes pa zeu 'n un taol krenn da c'hwezhañ an avel
O tisparti 'n eus kalz muioc'h a grizder

Ar goañv kalet ha yen a erruas souden
Hag a ziframmas hon div galon
Distaolet a bep tu 'vel daou dammig plouzenn
Birviken mui na welimp an Iwerzhon


Le sujet

De l'autre côté de la mer profonde et des grandes montagnes, au bord d'un étang, par un chemin couvert de jonc vert, j'allai me promener avec ma bien-aimée

Nous étions amoureux et insouciants ; mais les vents contraires se sont levés et nous nous sommes séparés

L'air est celui d'une chanson écossaise, "Loch Lomond". Les paroles sont de Taldir


Source

"20 chansons populaires" du répertoire de Taldir (François Jaffrenou), le "barde breton" du début du siècle. Publié en 1936