Er bloavezh-mañ, mil c'hwec'h kant pevar-ugent-trizek (bis)
Er gêrig a Lannuon zo ur gwalleur c'hoarve'et (bis)

Er gêrig a Lannuon, en un ostaleri,
Da Berinaig Mignon a oe matezh enni :

"Aozet deomp-ni, hostisez, peb tra evit koaniañ
Stripoù fresk, ha kig rostet, ha gwin mat da evañ !"

P'o doe debret hag evet pep hini leizh e ler :
"Setu arc'hant, hostisez, kontet blank ha diner ;

Setu arc'hant, hostisez, kontet blank ha diner ;
Ho matezh gant ul letern, da zont d'hon c'has d'ar gêr !"

Pa oant-i war an hent bras, ur pennadig mat aet,
Ur gomz kuzh war-benn ar plac'h 'treze oa bet lâret

"Plac'hig koant, ho tentigoù, ho tal ha ho tivjod
A zo gwenn evel eon ar c'hoummoù war an aod

- Maltouterien, me ho ped, em lezet evel on
Evel lakaet gant Doue, lakaet gant Doue on

Ha pa ven kant gwech bravoc'h, ya, kant gwech bravoc'h c'hoazh,
Na vin 'vidoc'h, aotrounez, na vin na well na wazh

- Hervez ho komzoù mignon, va merc'hig, me a gred
Emaoc'h bet gant re Vegar, pe gant kloer desket

Hervez ho komzoù mignon, va merc'hig, me a gred
D'ar gouant o teskiñ pre'ek gant menec'h emaoc'h bet

- D'ar gouant o teskiñ pre'ek e Begar n'emaon bet
Na kennebeut e leac'h all, avat, gant kloareg 'bet

Hogen, e-barzh em zi-me, ha war oaled va zad,
Em eus graet, va aotrounez, bep seurt mennozioù mat

- Taolet aze ho letern, ha c'hwe'et ho kouloù ;
Setu 'r yalc'h leun a arc'hant, ma hoc'h eus c'hoant, ho po

- Ne ket me eo 'r femeulenn, a vez dre ruioù kêr,
O kemeret daouzek blank ha c'hoazh triwec'h tiner !

Me 'm eus da vreur ur beleg er gêr a Lannuon
Mar klevfe pezh a lârit, rannafe e galon

Me ho ped, maltouterien, pezet ar vadelezh
D'am zeurel e-kreiz ar mor kent e'it kement c'hloaz !

Me ho ped, ma aotrounez, kent e'it kement c'hlac'har,
Kemeret ar vadeleeh, d'am lakaat bev en douar"

Perinan 'doe ur vestrez karget a vadelezh
A chomas war an oaled da c'hortoz he matezh

A chomas war an oaled, hep kemeret paouez,
Ken a sonas an div eur, div eur kent hag an deiz

"Savet 'ta, tra dibreder, savet 'ta, senesal,
Da vont da sikour ur plac'h, en he gwad o neuñvial"

E-kichen kroaz Sant-Josef oa bet kavet marv
He letern en he c'hic'hen, ha bev he gouloù


Le sujet

Des "maltôtiers" (percepteurs des contributions) arrivent un soir dans une auberge et demandent à manger et à boire. Quand ils sont rassasiés, ils demandent que la jeune servante les raccompagne chez eux

En route ils lui font des propositions malhonnêtes ; la fille refuse, préférant être jetée dans mer ou enterrée vivante

Sa maîtresse l'a retrouvée le lendemain matin, baignant dans son sang, près de la croix de Saint-Joseph

L'air est le même que celui d'un cantique, Kantig war ar gomunion


Source

Le "Barzhaz Breizh", premier recueil de chansons bretonnes, édité par le vicomte Hersart de la Villemarqué (Kervarker, en breton) en 1839