Dont a ran da c'houlenn eskuz diganeoc'h, kompagnunez
Evit ma kanin ar Boked, ma vefemp holl asamblez

Mar plij ganeoc'h dont d'am selaou en enor da zaou zen yaouank
Hag a vo eureujet hiziv ouzh taol sakr ar sakramant

Eizh deiz zo tremenet a-boan 'baoe oc'h avertiset
Evit dont tre betek amań da gemer perzh en eured

Pa oa nav eur hanter o son, ar wreg yaouank oa gwisket
Evit dont betek an iliz, evit bezań eureujet

Ar paotr-enor, ar plac'h-enor oa eno e-kreiz an ti
P'o devoe graet o c'homplimant e voent prest d'o c'honduiń

Met houmań oa ur plac'hig fur, hag ur plac'hig savet mat,
Ha 'deus astennet he fazioł evit mont betek he zad

Distreiń a ra war-du he mamm pehini deus he ganet
A zo bet e-riskl he buhez evit he lakaat er bed

Reiń 'ra dezhi he briata an dour en he daoulagad
"Petra dalv din-me skuilh daeroł, pa renkan-me ho kuitaat

Rak ma 'z on choazet gant Doue, evit chańch pozision,
O vont da guitaat va zud kaezh eo glac'haret va c'halon

Dont 'ran da larout kenavo, maez eus ti va mamm, va zad,
Lec'h on bet maget dizoursi hag ivez bet savet-mat

Plijout 'rae din va liberte, evit redek d'an dańsoł
Met bremań renkin dilezel va holl akeustumańsoł

Bremań chomin gant va labour, dilezet an dańsoł-se
Me a bedo an dud da vont holl bremań da di Doue"

Dre ar parkoł hag ar prajoł e vez gwelet ar seblant ;
An holl guitaefent o labour 'vit dont d'ho kwel, plac'h yaouank

Rak hiziv barzh ar gźrig-mań e vo roet ar boked
D'ar verc'h henań eus an ti-mań evit bezań eureujet

Hetań a ran deoc'h ar yec'hed hag ivez prosperite
Chańs vat deoc'h e-barzh ho menaj hag unvaniezh ivez

Hag a-raok echuiń ar son, goulennit 'ta karantez
Evit an daou zen yaouank-mań 'pad ar rest eus o buhez

Nemet pa zeuio ar marv da lakaat fin d'ho puhez
Gloar ha boneur, chańs hir-badus, e-pad an eternite


Le sujet

Une chanson en l'honneur d'une jeune mariée
Air chanté par Mme Toullec, de Carhaix. Paroles recueillies par Albert Trevidic, musique recueillie par Polig Monjarret


Source

"Yaouankiz a gan", 15 chants bretons harmonisés, par Polig Monjarret, collection Kendalc'h. Publié dans les années 30