Daou-ha-daou e kerzhomp
Da zorn en va hini :
Graet pevar baz ganeomp
Sav da droad 'ta, Mari !

Taolomp evezh bremañ
War hor c'hiz 'n un taol krenn
Greomp pep a dro amañ
Hag un tamm stouadenn

Astennit ar vandenn
Lammit 'ta en dachenn :
Re a gil, a lârer,
A zo tud gwall dister

Glas eo lagad Jani
A c'hoarzh da bep hini
Melen blev Janivon
Ur plac'hig a-feson

Sav da droad 'ta, Pipi,
Ur priz mat a dapi
Ne vo ket difennet
Pokañ d'ar plac'h Janed

Ur pok el leur nevez
Ur pok a garantez
Prenet vo div walenn
Ha friko 'vo souden


Le sujet

Les premiers vers décrivent les pas de danse, puis on parle des danseuses

Lève donc le pied, Pierrot, tu gagneras un bon prix : le droit d'embrasser Jeannette. Un baiser sur l'aire neuve, un baiser d'amour ; on achètera deux alliances, et vivement le repas de noces !


Source

Dans le recueil "Digor an abadenn", chansons rassemblées par Cheun ar C'hann, édité en 1950

L'air vient du Ménébré (Menez-Bre) ; il a été entendu par le collecteur à l'école d'été de Perros-Guirec en 1948