E Brest pa oan erruet, va souezh a oa bras
'Welet ur seurt batimant o vouilhañ er mor glas
E Brest pa oan erruet, va souezh a oa bras
'Welet ur seurt batimant o vouilhañ er mor glas

Bez e oa ur vatimant liesoc'h a-benn gordenn
Evit a neudenn gevnid en-dro d'ur bod raden

Va gwele oa en ur sac'h, ne oa tomm na klouar
E oa staget deus ar sol a-bouez pevar amar

Rochedou gwalc'het er mor, morse ne vent bervet
Ma oufe Marivonig ar boan hag ar vizer
Neuze d'ar vartoloded pa eont er-maez e kêr

M'em boa 'n em bro ur vestrez, he anv Marivon
Oa o wriat rochedoù 'vit an Aotrou 'r Baron

P'oa gwriet ar rochedoù e vont pakatet kloz
Me a yei d'o c'has d'ar gêr, da zek eur deus an noz




Le sujet

Un jeune matelot est impressionné par le bâtiment immense dans lequel il doit embarquer. Il regrette déjà sa bien-aimée, Maryvonne ; ses chemises ne seront jamais lavées qu'à l'eau de mer, tandis que Maryvonne coudra des chemises pour Monsieur le Baron

Chanté par Laurent PENNEC, de Châteaulin


Source

"Kanaouennoù Pobl", chansons recueillies par Alfred Bourgeois dans la deuxième moitié du XIXème siècle ; le recueil a été publié en 1959 à Paris