Ma botoł koad 'm eus kollet, roget va zreidigoł
O vont da heul va dousig d'ar parkoł, d'ar c'hoajoł
Pa ve ar glav, ar grizilh, ar erc'h war an douar
Kement-se n'eo ket un harz da zaou zen en em gar

Va dousig a zo ur plac'h yaouank-flamm eveldon
N'he deus ket c'hoazh seitek vloaz, ur plac'h koant ha rubenn
He selloł zo leun a dan, hag he c'homzoł mignon
'M eus kemeret ur prizon da lakaat va c'halon

Ne c'houfen me da betra he hevelebet,
Mard eo d'ar rozennig-gwenn zo roz-Mari anvet ?
Perlezennig ar merc'hed, bleun lili ar bleunioł,
Hirio 'mań o tigoriń ha warc'hoazh e serro

- Me a zo bet, ma dousig, oc'h ho tarempreded
Evel ma ve an eostig war ar spren-gwenn kludet :
Pa fell dezhań paouezań, 'teu an drein d'e bikań
Neuze 'sav war beg ar brank hag e teu da ganań

Me zo evel an eostig, pe 'vel an anaon
E-kreiz tan ar Purgator o c'hortoz e levon
Echuet eo an termen hag an devezh deuet
Ma'z in-me 'tre 'barzh ho ti, gant ar Vazvalened

Ma steredenn zo kalet, ma stad zo dinatur
N'em eus bet war ar bed-mań nemet displijadur ;
N'em eus na kar na mignon, siwazh, na mamm na tad
Na kristen war an douar hag a garfe ma mad

N'ez eus den 'barzh ar bed-mań, abaoe 'd on deuet,
A zo bet diwar ho penn kel liez tamallet
Rak-se war benn va daoulin, hag en anv Doue,
Ho pedan-me da gaout ouzh ho kloareg truez !

Ar sonig-mań oa savet en ur dont gant an traez
Eus a bardon Sant-Mikel, lec'h ma oa ma mestrez
Pa welan o tont ar mor, ne rafen van ebet
Da vezań beuzet ennań, ma n'am selaouer ket



Le sujet

Le pauvre clerc se rappelle les jours heureux oł il courait les champs avec sa belle

Maintenant, "mon sort est cruel, je n'ai sur terre que de la peine ; ni parent, ni ami, ni pčre ni mčre, ni personne pour m'aimer"

L'air est le mźme que celui de Al labourerien


Source

Extrait du "Barzhaz Breizh", le premier grand recueil de chansons bretonnes, publié en 1839 par Hersart de la Villemarqué

Un extrait figure dans "Sonioł-pobl", recueil de Fańch Danno, édité par Skol Vreiz en 1968