Ur c'habiten yaouank eus a Vontroulez
A zo bet marvet e vestrez (bis)

Pa'z erruas ar c'heloù gantañ
E oa deus an daol o koaniañ (bis)

Hag ez erruas ur mesajer
Gantañ en e zorn zo ul lizher

"Kemerit kador hag azezit,
Setu ho lizher, hag hen lennit !

- Me n'eo ket na lizher na paper
A rafe din-me kemer kador !"

Oa ket al lizher digoret mat
Ma ruilhe an dour deus e zaoulagad

Oa ket al lizher hanter lennet
Etre e zaouzorn oa distrempet !

"M'am bije bet a-raok ar c'heloù-mañ
Vijen ket deut amañ da goaniañ !

Rag e Lannuon zo ur bennherez
Hag em c'halon-me oa rouanez

Setu hi marv, me a chom bremañ
War he lerc'h e-barzh ar bed-mañ"


Le sujet

Un jeune capitaine de Morlaix est en train de dîner. Un messager lui apporte une lettre qui lui annonce la mort de sa bien-aimée

"Si j'avais su, je ne serais pas venu dîner ici ; car à Lannion était la jeune fille qui régnait sur mon coeur ; la voilà morte, et je reste seul sur cette terre"


Source

Texte tiré de "Sonioù-pobl", recueil de Fañch Danno, édité par Skol Vreiz en 1968

Chanté par Mélanie Geffroy à Plufur