(LUI)

Disul vintin, 'dal ma savis da vont gant va saout er maez
Ma 'gleve va dous o kanañ, anat mat oa diouzh he mouezh
Ma 'gleve va dous o kanañ, kanañ ge war ar menez
Ha me mont da sevel ur son da ganañ ganti ivez

Ar gentañ gwech ma 'm eus gwelet Marc'haridig, va mestrez,
Oa oc'h ober he fask kentañ e-barzh iliz va farrez
E-kreiz-tre, 'barzh iliz Fouesnant edo gant ar vugale
D'ar pred-se he doa daouzek vloaz ha me daouzek vloaz ivez

Evel bleun melen ar balan, pe 'vel ar rozennig c'houez
'Vel ar rozenn c'houez 'kreiz al lann, oa etrezo va mestrez
Tra m'oa padet an oferenn, 'met sellet outi ne raen
Ha seul vui ma sellen outi ha seul vuioc'h he c'haren

Me 'me eus ur wezenn em liorzh 'zo karget a avaloù
Hag un dachennig c'hlas dindan ha tro-war-dro bodennoù
Pa deuio va dousig koantik, va muiañ-karet d'am zi
Ni a yelo da zisheoliañ, va dous ha me dindani

An aval rusañ a dapin hag ur boked 'rin ganti
Hag ur rozinil a garan a lakin ivez dezhi
Ur rozinilig gwall weñvet, abalamour d'am enkrez
Rak 'm eus ket bet c'hoazh diganti ur pok a wir garantez

(ELLE)

Tavit, gant ho son, va mignon, tavit prim gant ho komzoù
An dud o vont d'an oferenn 'zo en traoñ ouzh hor selaou
Ur wech all pa zeuimp d'al lann, pa vimp hon-unan hon daou,
Ur pokig a wir garantez 'roin deoc'h, unan pe zaou !



Le sujet

Chanson des pâtres de Cornouaille, appelée "Hollaïka" parce que les chanteurs, au cours de la chanson, poussent plusieurs fois ce cri

C'est l'histoire d'un jeune homme qui parle de sa bien-aimée, de leur première rencontre alors qu'ils avaient douze ans ; c'était à la messe de première communion de la belle, il n'avait fait que la regarder ; et plus il la regardait, plus il l'aimait

"J'ai un jardin avec un pommier, de l'herbe et des buissons autour ; quand mon amie viendra dans ma maison, nous nous mettrons sous son ombre. Mais pour l'instant je suis angoissé, parce que je n'ai pas reçu d'elle un baiser d'amour"

Elle : "Tais-toi, mon ami ; quand nous irons sur la lande, tout seuls toi et moi, je te donnerai un baiser - un ou deux !"

Même thème que Kentel fest ar vugale, du Barzaz Breiz


Source

"Sonioù Feiz ha Breiz" édité vers 1930